Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer
Rakskignañ
D’ar Sadorn 17 a viz Here da 11e, sinema an Arvor, Roazhon
D’al Lun 19 a viz Here da 6e GM, sinema Les Studios, Brest
Teulfilm 52 mn – Sevenet gant Mikael Baudu – Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh
Ur road movie a gas ac’hanomp da heul Gael le Ny, ul luc’hskeudenner ezel eus Keneildedoù Kurd Breizh. D’e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c’hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc’hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a glaske c’hoazh e miz Ebrel 2015, treiñ ar bajenn gant poan, goude bloavezhioù a vrezel gant an arme turk. En ur dremen dre kampoù e lec’h m’o deus ar repuidi bevet ar pezh a c’hell diskouez mab-den pa vez en e euzhusañ, ez aer betek talbenn ar brezel etre Kurded Siria ha Daesh, e-mesk paotred ha merc’hed yaouank, a vez o stourm evit argas ar varbariezh ha krouiñ un demokratelezh nevez a rofe plas d’an holl plac’h pe paotr, kurd, arab pe armenian, muzulman pe gristen. Nevez-amzer Kurdistan a reont eus ar stourm- se.
Ur film gant Mikael Baudu ha Stephane Gaouyer, kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3.