Kendal Breizh a oa anv brezel ar stourmer etrevroadel Olivier L., liberter ha dispac’hour breizhad aet da emezeliñ en hañvezh 2017 da nerzhioù kurd ar Rojava a-benn stourm gante enep ar Stad islamour e Raqqa ha Deir-ez-Zor.
Mennozhioù liberter ha dispac’hour Kendal Breizh o doa sachet e evezh war skiant-prenet politikel ar Rojava ha bountet anezhañ d’en em engajiñ e-mesk an nerzhioù kurd hag o c’hevredidi (Arabed, Yezidied…). Evelto e soñje diwar-benn ar mennozhioù enepimpalaerour, enebfaskour, eneprevelour, ekologour hag evit ur gumunouriezh liberter, a zoujfe ouzh gwir kement pobl da vestroniañ he dazont.
Goude bezañ kemeret perzh e dieubidigezh Raqqa hag hini traoñienn an Euphrat-izel, Kendal Breizh a oa en em ginniget evit mont d’an 20 a viz Genver, asambles gant etrevroadelourien all, da zifenn kanton Afrin taget gant an nerzhioù turk hag o mignoned djihadour (Al Qaeda ha stourmerien ar Stad islamour).
D’an 18 a viz C’hwevrer, gourc’hemennerezh Unvezhioù Difenn ar Bobl (YPG) en doa roet da c’houzout e oa aet Kendal Breizh d’an Anaon d’an 10 a viz C’hwevrer e rannvro Afrin, lazhet gant ur vombezadeg kaset a-benn gant nerzhioù faskour an diktatour turk Erdogan.
Mignoned Kendal Breizh, e gamaladed stourm amañ ha du-hont, Kurded Breizh, Keneildedoù kurd Breizh a bed kement den kengret d’al lid enor publik a vo dalc’het d’an 10 a viz Meurzh 2018, e-doug un devezh kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded.
Un abeg a vo evit an holl dud frommet gant marv Kendal breizh, evit holl difennourien ar frankiz, evit an holl dud a fell dezho diskouez o c’henskoazell d’e vignoned, d’e gamaladed, da bobl Kurdistan, d’e rentañ enor ha da eskemm ha bezañ kelaouet diwar-benn stourm Kurdistan hag en un doare resis er Rojava en un degouezh e-lec’h ma vo e-touesk tud all kannaded emsav dieubidigezh ar Gurded.
Karaez (29) – Leurenn Glenmor
D’ar Sadorn 10 a viz Meurzh etre 1e GM ha 5e GM
Devezhiad kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded
Enor da gKendal Breizh
1e00 GM : degemer ar publik
1e30 – 3e30 : skignadennoù divizoù, taolioù krenn diwar-benn Kurdistan, stourm ar Gurded, ar c’henskoazell etrebroadel, taolioù kelaouiñ.
3e30-5e00 : enor da gKendal Breizh.
Kement den pe strollad a garfe kemer ar gaoz e-pad an devezhioù-se zo pedet da enskrivañ dre aze : kendalbreizh@outlook.fr
Aozet gant :
- mignoned ha kamaraded stourm Kendal Breizh
- Kreizenn demokratel kurd Roazhon
- Keneildedoù kurd Breizh (AKB)