Emgav-divizout gant ar sevener Mikael BAUDU da heul.
Film e yezhoù a-orin (brezhoneg, kurdeg, arabeg, turkeg) istitlet e galleg .
Ur road movie a gas ac’hanomp da heul Gael le Ny, ul luc’hskeudenner ezel eus Keneildedoù kurd Breizh. D’e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c’hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro.
Bannañ aozet get “Brezhoneg e Gwened” e kevelerezh get ar sinema Cinéville La Garenne e-kerzh Mizvezh ar Brezhoneg, gant bezañs ar sevener.
Diviz goude ar film e brezhoneg (troet war ar prim gant dafar jubenniñ) hag e galleg.
Priz mont e-barzh : 6 €